Breizh Pavilion — Breizh e Venezia — 7–9.05.2026

Programm

Meurzh 5/05

5e30 G.M. Loic Le Manac'h. Lenadenn c'hoariet skridoù breizhad (pedet gant Morgane Tschiember), eus Per-Jakez Hélias betek mouezioù a-vremañ.

A-hed ar yaou 7 beteg ar sadorn 9 a viz Mae :

Tu 'vo gwelet an INGÉNUE o vageal etre 1e ha 5e goude-merenn (porzh San Giorgio Maggiore, poull Sant-Marc, kanolioù...)

evit gouzout pelec'h emañ ar vag, klikit amañ

Yaou 7 a viz Mae, Via Garibaldi / Corte Nova
Abadenn SONNEURS gant Erwan Keravec ha tri sonner all
5e GM
Monedenn digor

Sadorn 9 a viz Mae, Campo San Isepo
Abadenn SONNEURS gant Erwan Keravec ha tri sonner all
5e GM
Monedenn digor

Arzourien

Barzhoneg

Bretoned omp
Ha martoloded omp
Ur meurvor eo hor mor
Ya, matoloded omp

Ken niverus e oamp 'bourz ar bigi
Ken ma veze galvet an holl re all Brettoni

Hor pobloù a zo bet dija pell zo mesket
Eus ar memes re 'teu Venezia ha Bro Gwened

E Venezia e vo savet hor pavilhon
Hag an erminig a zanso gant al leon
Breizh Pavilion — logo rod