Kinnig
Ur pavilhon nevez 'vo savet e Biennale Venezia 2026 : Ur pavilhon breizhad ! E 2026 e vo roet un tañva eus un darvoud brasoc'h evit 2028. Pedet e vo arzourien da dreuskas arouezioù sevenadurel Breizh : ar bigi, ar sonerezh hag ar burzud.
Ar pavilhon breizad 2026 a vo ur pavilion war vor ha war red, ur vag ! Ur strollad sonerien a sonio div wech war an douar hag ar vag a vo gwelet evit an devezhioù micherel hag an dibenn-sizun digoradur, o vageal etre porzh San Giorgio Maggiore, poull Sant-Marc hag ar c'hanolioù.
An arzourez Morgane Tschiember a raio eus bag Joachim Monvoisin un oberenn arzel. Kinklet e vo gwern ar vag gant blev melen en enor da merc'hed Venezia ha gant banniel kozh Breizh : ar groaz du, evit ober ul liamm etre Venezia ha Breizh. Leuniet e vo bag Joachim Monvoisin, an INGÉNUE gant oberennoù all graet gantañ, martolod-arzour ma 'z eo heñ. Un oberenn arzel war vor, ha bourzh ur vag 'lerc'h ma c'heller komz tro-dro d'ur banne spritz pe chistr. E-keit-se e vo Erwan Keravec ha tri sonner all o senniñ nebell eus Giardini.
Brav ha birvilh e vo ar gouel !
Patrice Joly, rener Kreizenn arzoù a-vremañ Zoo e Naoned ha penn-skriver ar gazetenn 02, 'vo kuraozer an embannadur kentañ-mañ.